Kinnig

Istor

    • 2006

      Askorn zo bet ganet ha staliet e Sant-Gregor, e-kichen Roazhon. Gant meur a zegadoù skiant-prenet war dachenn ar reizhoù mezegel, krouer Askorn en deus soñjet reiñ da surjianed Europa ur benveg evit diorren ha fetisaat o mennozhioù war an emplantennoù hag an oustilhoù a ya ganto.

    • 2009

      Gant an argerzhadurioù merañ ar c’halite, lkaet e plas gant skipalh Askorn, tapet eo bet testennikadurioù ISO 13485 hag ISO 9001 gant “AB Certification”.

    • 2010

      Askorn en deus dilojet e Saozon-Sevigneg. An testenioù ISO 9001 hag ISO 13485 eo bet treuzkaset d’an Aozadur Kemennet SNCH. Merkad CE evit implantennoù.

    • 2013

      Anavezet eo bet Askorn Medical gant aozadur FDA evit gwerzhañ reizhoù mezegel er stadoù-Unanet.

    • 2014

      War gresk e ya skiant prenet Askorn Medical ha lakaet war ar mac’had teir implantennoù nevez.

    • 2016

      Cheñchet eo bet an Aozadur Kemenet evit an ISO 13485, evit mont gant an LNE/G-MED.

    • Bremañ

      Kroget gant un den hepken, bez’ ez eus 10 den e ti Askorn,  en o zouez, 3 ijinour hag un arbennigour war ar c’halite. Tamm ha tamm, Askorn en deus gounezet ur skiant-prenet keñv war tachennoù evel ar c’halite hag an aferioù reoliek. Askorn a ambroug meur a embregerezh war an daou zanvez.

AR Skipailh

Denez PICHON

Gérant

Gouzout muioc'h

Marie-Thérèse QUATREBOEUFS

Responsable administratif et financier

Gouzout muioc'h

Benoît LOTRIAN

Responsable opérationnel

Gouzout muioc'h

Camille PLAQUEVENT

Ingénieur chef de projet

Gouzout muioc'h

Patricia GOMERIEL

Coordinatrice commerciale

Gouzout muioc'h

Goulven PENSEC

Responsable qualité et affaires réglementaires

Gouzout muioc'h

Atebegezh sokial

An douar, an aer hag an dour, ar vuhez denel o toujañ ouzh an eil d’egile en e endro a ra ar pep pouezusañ eus ar vuhez gevredigezhel. Chom a ra Askorn war evezh diwar-benn plas mabden en e endro.
War ar poent-se, lakaet e vez e pleustr obererezhioù fetis evel  :

Doujañs ouzh an implijidi en o diforc’hioù (fizikel, yezhel, a fed oad, a fed mennozhioù, a fed relijion,…)

  • Labour gant an “ESAT Bourgchevreuil” o klask kenemprañ an dud nammet e bed al labour.

Harpañ stummadurioù an deskidi o tigemer stajidi pe o c’houestlañ amzer d’obererezhioù evit kenemprañ ar re yaouank (hag ar re all) er bed al labour

  • Stummadurioù dibaouez evit an implijidi
  • Degemer stajidi
  • Prezegennoù ha kentelioù roet e meur a ensavadurioù lec’hel : INSA, IUT

Kemer perzh en hon endro sevenadurel, e kreizig kreiz al lec’h ma eo staliet an embregerzh, dre obererezhioù evit ar yezhoù minorel

  • Degemer stajidi o heuliañ stummadurioù yezhel
  • Siner karta « Ya d’ar brezhoneg »
  • Kemer perzh e meur a forum aozet gant ar skolioù Diwan (kroazhent ar micheroù)
  • Emelloù e kreizennoù stummañ war ar brezhoneg (Skol an Emsav, Stumdi,…)
  • Emelloù e meur a vanifestadeg aozet gant frammoù micherel pe kevredigezhel evel Produet e Breizh, Breizh Kenwerzh Etrebroadel, KKKKB : Komuniezh Komunioù Kornog Kreiz Breizh, …
  • Kemer a ra perzh er « Redadeg » an embregerezh hag an implijidi, un darvoud evit diorren plas ar brezhoneg er gevredigezh

Doujañ ouzh an ekologiezh dre

  • Klask keneskemmerien barrek hag efedus lec’hiet ken tost ha posupl e vefe ouzhomp.
  • Diveskañ diuzel al lastez
  • Adimlijout follennoù paper brouilhoñs
  • Tretiñ en-dro kartoñsoù gas ha danvezioù blodañ
  • Implijout ar voullerez/luc’heilerez gant arboell
  • Dizanvezeladur fakturennoù
  • Kavout gwelloc’h an teuliadoù niverel
  • Lec’hiet eo an embregerezh en ur savadur izel e veveziñ (SIV).
  • Harpañ an dilec’hiadennoù gant an treuzdougen boutin
  • Implij d’ur pourchaser testeniet ISO 14001 evit an treuzdougen d’hor pakadoù, a engouestlet e un degas neptu e karbon.

Pratikoù

Askorn a ginnig e servijoù hag ambroug e bratikoù war an tachennoù reoliek kalite, diorren ha fardañ. Liesseurt eo e bratikoù, lod a zo surjianed emren, lod a zo gwazourien kenwerzh, lod all a zo start-upoù pe dasparzherien reizhoù mezegel o zachenn vroadel pe etrebroadel. Kefridi Askorn zo en em azasaat ouzh ar c’houlennoù hag ezhommoù e bratikoù.

FAG